Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Catalogue Collection Histoire Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ (2DVD - 5 eur) Doare brezhonek
Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.

20,00

Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ (2DVD - 5 eur) Doare brezhonek

Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ (2DVD - 5 eur) Doare brezhonek
Agrandir l'image

Délai de livraison
En stock
Actuellement livré en:
3-5d.gif


Pour commander


MONNIER Jean-Jacques & CAILLEBOT Olivier

Priziou2015

   

CREATION AUDIOVISUELLE / KLEWELED

3e prix / Trede priz : Anavezout Breizh, savet gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot  (Skol Vreizh).

Doare brezhonek

E doare un diviz eo e kinnig dimp Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh, ha kement-se eus an amzerioù koshañ betek bremañ. Gant an daou DVD-mañ (tost da 5 eurvezhiad skeudennoù ha filmoù) e c’hallit deskiñ ur bern traoù, diwar-benn Istor Breizh evel-just, met ivez diwar-benn ar vro, buhez an dud, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an douaroniezh. Kement-se gant 22 deuliad hag a c’haller sellet hervez an urzh a garer.

Dielloù hep o far a gaver e-barzh, dielloù hag a c’haller gwelet evit ur wech kentañ evit ur bern anezho. Ganto e c’hallit beajiñ ha bezañ e kreizig-kreiz istor ha sevenadur kement korn a zo e Breizh. Pa vez diouer a skeudennoù eo gant mailhed war an tresañ istorel eo e vez lakaet ar prantadoù istor da vevañ en-dro, diazezet o labour war mammennoù ar mare.

Ken pinvidik-all eo ar sonerezh a ya da heul. Adkavout a reer bommoù mat al levr-CD Histoire de la Bretagne pour tous, gant sonerezh eus an holl vareadoù eus an Istor, ha reoù nevez a zo ouzhpenn. 42 soner, kaner ha c’hoarier a ambroug ac’hanoc’h evit ar veaj-mañ a zo koulz unan da glevet hag unan da sellet. Lakaet eo bet an destenn da dalvezout evit ar brezhoneg gant Divi Kervella hag an divizoù gant Laetitia Fitamant hag Aziliz Bourgès.

Ha setu ma ra an displegerezh, ar skeudennerezh hag ar sonerezh un hollad hep e bar evit kinnig ur sell ledan, en un doare nevez-flamm, war Breizh, a-wechall da vremañ. Un nor digor-bras, graet evit an holl eta, war sevenadur ar vro.

 Bourges-Fitamant

CD1

  • Breizh a-raok an istor (eus -700000 da -700)
  •  Oadvezh an houarn, Arvorigiz, ar sevenadurezh keltiek
  •  An darempredoù gant bed ar Romaned
  •  Rouantelezhioù brezhon Arvorig
  •  Eus aloubadegoù ar Vikinged da lañs Europa feodel
  •  Stad Breizh (1341-1532)
  •  Kendalc’h an oadvezh aour (1532-1665)
  •  Bec’h ha diaezamantoù «kantved Loeiz XIV»
  •  Adlañs ekonomiezh hag ensavadurioù Breizh
  • Breizh e-kerzh ar Reveulzi hag an Impalaeriezh:
  • kollet ar mor gant Breizh
  • Un adlañs diaes-diaes (1815-1881) : dale hag eksotegezh

CD 2

  • Ne vez ket klasket kalz sikour an adsevel
  • Bihanik eo an digor war ar mor
  • Gwall stroñsadenn ar Brezel bras
  • Ar Vretoned a sonna o fennoù en-dro
  •  Stroñsadenn an aloubidigezh hag an dalc’hidigezh (1940-1942)
  •  An adsav, an dieubidigezh, droukheuliadoù ar brezel (1942-1950)
  •  Poan o sevel kein
  •  Ar reveulzioù kentañ
  •  Stourmoù an dud evit mirout ar sevenadur hag an endro
  • Mont war-raok ha chom war-lerc’h (1980-2014)
  • Bilañs : taolioù kaer ha bec’hioù nevez da vont dreisto.

léquipe après le travailx350 Jean-Jacques Monnierx350

                                    histoire de bretagne chez jean-jacquesx350



Avis des clients:

Il n'y a pas encore de commentaire sur ce produit.
Veuillez vous identifier pour poster un commentaire.


Vous pourriez être également intéressé(e) par l'un de ces produits

20,90
22,00 €
19,00
20,00 €
37,05
39,00 €
20,00

Vous rencontrez une difficulté pour finaliser votre commande ?
N'hésitez pas à nous contacter au 02 98 62 17 20  (aux heures de bureau),                                                                ou bien téléchargez ce bon de commande (à nous retourner accompagné de votre règlement).                            Vous n'arrivez pas à créer votre compte client ?
* Cela peut être dû au code Antispam que vous n'arrivez pas à déchiffrer.  Passez au code suivant en cliquant sur   Nouveau test  , mais surtout n''oubliez pas les majuscules !                                                                                              *  Pensez à vérifier que vous n'êtes pas déjà inscrit sur notre site en cliquant sur                    

Auteurs

Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.
paypal