Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Catalogue Levrioù e brezhoneg / Livres en breton Koll-atav - Eil lodenn eus "An deiz hirgortozet"
Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.

14,25
15,00 €

Koll-atav - Eil lodenn eus "An deiz hirgortozet"

Koll-atav - Eil lodenn eus "An deiz hirgortozet"
Agrandir l'image


Paramètres
ISBN  : 978-2-36758-009-8
Auteur(s)  : GWENN Gégé
Nb. pages  : 340 p
Délai de livraison
En stock
Actuellement livré en:
3-5d.gif


Pour commander


GWENN Gégé

Koll-atav eo an eil lodenn a-ziwar peder eus An deiz hirgortozet.

Tregont vloaz war-lerc’h an darvoudoù kontet en istor-mañ, ken tost evit rummad oad ar skrivagner, ken pell evit o bugale, emañ Breizh da vezañ adijinet e-barzh un Europa kollet he stur ganti, e-kreiz ur “gêriadenn vedel” gwallgaset gant an “enkadenn” ha rouestlet betek bezañ dizoare hag hudur a-wechoù.

Gant an oberenn-mañ ho po an digarez da welet er melezour skeudennoù eus an amzerioù-se.

Adkavout pe dizoloiñ sonerezh kreñv, lañsus pe luskellus ha pozioù entanus ar bloavezhioù 70 a c’hellot ober ivez.

Kement-mañ o vezañ teil druz da ledañ war ar park.

336 pajenn, moull. gwenn & du, 12 x 18,5 sm


TAOLENN

1. Si me das a elegir (Ma roez din an dibab)
2. Ist Deutschland, die bleiche Mutter, immer im Herbst ? (Hag en diskar-amzer emañ bepred Bro-Alamagn, mamm diwadet he dremm anezhi ?)
3. Old soldiers never die (Morse ne varv ar soudarded kozh)
4. The beautiful loser (Ar c’holler kaer)
5. Klask skoazell ar Vikinged
6. Gant skoazell ar Vikinged
7. Mil lur evit hon ene
8. Soldier blue (Soudard glas)
9. Al lazhti
10. Kannoù a enor
11. Temptadur an neanterezh
12. Plin ar Bobl, ar Vroad, ar Vamm-vro hag ar Stad
13. Bleu
14. O tennañ gounid diwar ar gozhni
15. O vont da gerc’hat dour da Roudoureg
16. Dañs an trec’h
17. Pa oan o tiskenn da Lezantiez
18. Dinec’het en toull-bac’h gant Pythagore
19. Da c’hortoz tarzh an deiz
20. O c’hoari echedoù gant Maltouter
21. Ha troet ar chas doñv da lern ?
22. Mi noche triste (Va nozvezh trist)
23. A walk on the wild side (Un dro war an tu gouez)
24. Ar plac’h iferniet
25. Hini kozh ar Menez
26. Plac’hed-saout ti-gar ar bigi
27. Petra eo ar maen-teuz-mañ ?
28. Petra eo ar maen-teuz-mañ ?
29. Ken pell diouzh Libertalia
30. Breizh Emile Masson
31. Koka Kola ha bara kraz
32. Breur Bras o sellet ouzhimp
33. Pichon bihan


5 goulenn d'ar skrivagner

Gege-Gwenx110

1- Piv oc'h ?

Un den oadet a 59 bloaz o chom e Boneur e Menez Are. Un den e kounnar o welet ar mod ma tro ar Bed, un den dilennet o klask labourat evit e gorn-bro, un dreber-levr a blij dezhañ skrivañ ivez, peurliesañ e brezhoneg, un tad-kozh a nevez zo, un den a gar e wreg, un den a blij dezhañ koaniañ gant e vignoned, un den a dremeno eurvezhioù o sellet ouzh Tro Bro-C'hall...

 

2 - Pehini eo tem kreiz ho levr ?

Ur stourm sokial hag a-dreñv pe donoc'h, stourmoù, kestoù, karantezioù un den a 30 vloaz o klask gwelet ar Bed o vont gant an hent reizh a wel en e hunvreoù.

Hag hep gouzout dezhañ:  hag-eñ eo reizh an tamm den anezhañ? Perak ne deu ket a-benn da gavout ar garantez gwir ?

 

3- M'ho pefe da lakaat un frazenn war wel, pehini e choazfec'h?

" Klask a ris dinec'hañ anezhañ. War ar seblant ne anaveze na Lou Reed, nag ar gwellañ eus ar Rolling Stones. Kemm ar rummadoù oad. Petra a chomfe eus va hini e deroù ar XXI vet kantved ?"

 

4- Ma vefe al levr ur sonerezh, pehini e vefe ?

Rock 'n roll. "Starway to heaven , Led Zeppelin". Savet goude mare an istor kontet ganin, a-hend-all e vefe bet e-barzh.

 

5- Petra a blijfe deoc'h treuzkas d'ho lennerien da gentañ toud ?

 Un doare da gas e vuhez a-benn. Skeudennoù o  tiwan eus ar frazenn boutin-mañ, a vefe banniel va rummad oad, a c'hellfe bezañ banniel ar Yaouankiz

" Non pas koll e vuhez o klask he gounid" pe " Gwelloc'h bezañ bet yaouank a-raog dont da vezañ kozh"

Feuilleter


Avis des clients:

Il n'y a pas encore de commentaire sur ce produit.
Veuillez vous identifier pour poster un commentaire.


Vous pourriez être également intéressé(e) par l'un de ces produits

14,25
15,00 €

Vous rencontrez une difficulté pour finaliser votre commande ?
 N'hésitez pas à nous contacter au 02 98 62 17 20  (aux heures de bureau),                                                                ou bien téléchargez ce bon de commande (à nous retourner accompagné de votre règlement).                            Vous n'arrivez pas à créer votre compte client ?
*  Pensez à vérifier que vous n'êtes pas déjà inscrit sur notre site en cliquant sur                    

Auteurs

Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.
paypal