Retrouvez Moutig sur son blog / Adkavit Moutig war e blog : http://moutigkoant.canalblog.com/
5 questions à l'auteur / 5 goulenn d'ar skrivagner
1) Qui êtes-vous ? / Piv oc'h ?
- Je suis ancien professeur d'allemand et de breton et j'écris des livres sur la société bretonne traditionnelle, des méthodes de breton et des livres pour enfants bilingues dans la série "Moutig".
- Kelenner alamaneg ha brezhoneg on bet ha skrivañ a ran levrioù diwar-benn kevredigezh hengounel Breizh, hentennoù evit deskiñ brezhoneg ha levrioù evit ar vugale er rummad "Moutig".
2) Quel est le thème central de votre ouvrage ? / Pehini eo tem kreiz ho levr ?
- Le thème central est la rivière comme l'indique la couverture du livre. Elle est souvent perçue comme une frontière alors qu'elle est souvent un lieu de passage. Cette séparation est manichéenne et ne repose que sur l'apparence appelée liv en breton. Cette apparence est souvent interprétée de manière subjective et cache la réalité. Les apparences sont souvent illusoires en bien ou en mal et la vérité est effectivement plus profonde.
- An tem kreiz eo ar stêr evel ma vez gwelet war golo al levr. Alies a-walc'h e vez gwelet ar stêr evel un harz a-greiz m'eo un tremen. Manikean eo an disparti-se ha diasezet eo nemetkén war ar feson añvet liv e brezhoneg. Alies a-walc'h e vez komprenet ar feson-se en un doare subjektiv ha kuzhat a ra ar gwirvoud. Alies a-walc'h e vez al livioù touellus tu pe du, war an tu mat pe war an tu fall, ha kalz donoc'h eo ar wirionez end-eeun.
3) Si vous deviez mettre en avant une phrase, laquelle choisiriez-vous ? / M'ho pefe da lakaat ur frazenn war-wel, peheni e choazfec'h ?
- "Il est convenable de s'entraider si on le peut." Cette phrase prononcée par Moutig indique combien il est important pour nous d'être solidaires, même si nous habitons d'un côté et de l'autre de la rivière.
- "Dereat eo sikour an eil egile, ma c'hallomp henn ober". Diskouez a ra ar frazenn-mañ distaget gant Moutig, pegen a-bouez eo evidomp bezañ a-unan, ha pa vezomp o chom war beb a ribl eus ar stêr.
4) Si ce livre était une musique, quelle serait-elle ? / Ma vefe al levr ur sonerezh, peheni e vefe ?
- Ce serait le concerto N° 1 "le printemps" de la suite des quatres saisons d'Antonio Vivaldi car la musique y est légère, joyeuse et entraînante. Le Yeun Elez à la belle saison fourmille de vie, de bonheur, et Moutig y rencontre l'amitié et l'amour. La nature est en fête et après l'angoisse le berger retrouvera, dans la joie, son agneau égaré.
- Bez e vefe ar c'honserto niverenn 1 "La primavera"- "An nevez-amzer" eus rummad "Ar pevar mare-bloaz" bet savet gant Antonio Vivaldi, rak skañv, laouen ha leun a startijenn eo ar sonerezh eno. E-pad an nevez-hañv e verv ar vuhez hag an eürusted e Yeun Elez hag anavezout a ra Moutig ar vignoniezh hag ar garantez. Ba he jeu eo an natur ha goude an anken e adkavo ar maesaer e oan dianket gant levenez.
5) Qu’aimeriez-vous partager avec vos lecteurs en priorité ? / Petra e pljfe deoc'h treuzkas d'ho lennerien da gentañ toud ?
- J'aimerais transmettre aux jeunes lecteurs l'envie de mieux connaître leur pays, la langue et les traditions de celui-ci sans se fier aux apparences et aux idées reçues. Les enfants sont candides comme Moutig mais ils ont toute la vie devant eux pour discerner le bien du mal, pour forger leur propre personnalité tout en restant proche de la nature et de leur pays. Il leur faut aller vers les autres en apprenant leur langue et leur mode de vie, afin de s'ouvrir sur le monde et de mieux le comprendre.
- Plijout a rafe din treuzkas d'al lennerien yaouank ar c'hoant da anavezout gwelloc'h o bro, he yezh hag he hengoun, hep fiziañ er feson, nag el liv, nag er ragsoñjennoù. Plaen eo ar vugale, evel Moutig, met e-pad toud o buhez o do amzer d'ober an diforc'h etre ar mad hag ar fall evit stummañ o fersonelezh en ur chom tost d'an natur ha d'o bro. Ret e vo dezho mont e darempred gant ar re all en ur zeskiñ o yezh dezho hag o mod da vevañ evit dont da vezañ digor war ar bed hag evit kompren anezhañ gwelloc'h.