Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Catalogue Levrioù e brezhoneg Armorica Breizh - E deroù istor hor bro
Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.

14,25
15,00 €

Armorica Breizh - E deroù istor hor bro

Armorica Breizh - E deroù istor hor bro
Agrandir l'image


Paramètres
ISBN  : 978-2-36758-002-9
Auteur(s)  : Goulc'han KERVELLA - Strollad Ar Vro Bagan
Nb. pages  : 98 p
Délai de livraison
En stock
Actuellement livré en:
3-5d.gif


Pour commander


KERVELLA Goulc'han Ar Vro Bagan

Pinvidik-mor eo istor Breizh.

N'eo ket gwall anavezet gant an dud avat !

Ne vez ket desket kalz er skolioù !

Ar pep brasañ eus ar Vretoned, hag eus an dud diavaez-bro, ne ouzont ket he deus bet Breizh un istor disheñvel diouzh hini Bro-C'hall.

Evit kompren petra eo Breizh en dervezh a hirio eo ret anaout istor bras ar vro.

Gant Armorica Breizh e klaskomp degas ur banne sklêrijenn war an istor-se, etre mare ar Gelted, ar Romaned, ar Franked hag Erispoe, mab Nominoe, roue kentañ rouantelezh Breizh, e 851.


Evit gouzout hirroc'h diwarbenn Strollad Ar Vro Bagan, klikit amañ.

CD ARMORICA BREIZH - LES ORIGINES DE LA BRETAGNEEvit prenañ ar bladenn embannet e ti Coop-Breizh, klikit amañ.


5 goulenn d'ar skrivagner

Goulchan

1) Piv oc'h ?

Goulc'han Kervella, ganet e Plougerne er bloavezh 1951. Goude bezañ bet medisin e-pad un nebeut bloavezhioù ez on implijet ( abaoe 1982) gant Ar Vro Bagan, ur strollad c'hoariva e brezhoneg ha divyezheg. E Plougerne emaon o chom.

2) Pehini eo tem kreiz ho levr ?

Istor Breizh, azalek mare ar Gelted e Bro-Arvorig, betek 851, ma voe krouet rouantelezh kentañ Breizh, ar roue Erispoe en he fenn.

3) M'ho pefe da lakaat ur frazenn war-wel, peheni e choazfec'h ?

" Pouezus-kenañ eo emglev Anjev, e 851, evit istor Breizh. Krouet eo Breizh evel m'emañ atao bremañ koulz lavaret ( Pa vezo adstaget al Liger Atlantel ouzh ar pevar departamant all, da nebeutañ)

4) Ma vefe al levr ur sonerezh, peheni e vefe ?

Sonerezh Herve Lesvenan savet a-ratozh-kaer evit ar pezh-c'hoari (Coop Breizh), ha lodennoù eus ar Barzaz Breiz, Glenmor, Servat ha Tri-Yann...

5) Petra e pljfe deoc'h treuzkas d'ho lennerien da gentañ toud ?

Anaout gwelloc'h istor Breizh, ha ne vez ket desket er skolioù. Diskouez d'ar Vretoned ha d'an dud diavaez-bro ez eo bet, e-pad meur a gantved, disheñvel istor Breizh diouzh hini Bro-C'hall. N'eo ket evit mont d'ober brezel da Vro-C'hall met evit lavaret o deus ar Vretoned "gwirioù" evit o bro, o sevenadur, o yezh, dre an istor hir-se...Ur pezh-c'hoari "engouestlet" eo eta.


Feuilleter


Avis des clients:

Il n'y a pas encore de commentaire sur ce produit.
Veuillez vous identifier pour poster un commentaire.


Vous pourriez être également intéressé(e) par l'un de ces produits

5,70
6,00 €
5,70
6,00 €
7,60
8,00 €
14,25
15,00 €

Vous rencontrez une difficulté pour finaliser votre commande ?
 N'hésitez pas à nous contacter au 02 98 62 17 20  (aux heures de bureau),                                                                ou bien téléchargez ce bon de commande (à nous retourner accompagné de votre règlement).                            Vous n'arrivez pas à créer votre compte client ?
*  Pensez à vérifier que vous n'êtes pas déjà inscrit sur notre site en cliquant sur                    

Auteurs

Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.
paypal