Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Catalogue Levrioù e brezhoneg Bili er mor EPUISE
Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.

0,00

Bili er mor EPUISE

Bili er mor EPUISE
Agrandir l'image


Paramètres
ISBN  : 978-2-36758-022-7
Auteur(s)  : Annie COZ
Nb. pages  : 156 p
Délai de livraison
Ce produit n'est pas disponible actuellement.
Actuellement livré en:
not_available.gif


Pour commander

COZ Annie

* Priz Per Jakez Hélias 2015

* Priz lennegel e brezhoneg Gwened

Priziou-Bili-2


Bili er mor, un dastumad danevelloù dic'hortoz, diwar-benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c'hrouiñ hag ar garantez.

Tudennoù faltazi, kaset-degaset gant fromoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn, ha red an Istor.

Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig annie coz en he oberenn gentañ.

Brezhonegerez a-vihanik eo an aozourez, er Vro Vigoudenn eo bet ganet ha desavet, blaz ar bigoudenneg zo war he yezh.


156 p., 12x21 sm.




- Nevez embannet. Ouvrages du Pays bigouden (Le Télégramme - Spered ar Vro - 13/02/2014)


5 goulenn d'ar skrivagner


Piv oc'h ?

Piv on, setu ur goulenn gwall ledan, ul levr ne vefe ket a-walc'h evit respont, setu emaon o vont da respont ken berr ma c'hellañ.

Ur Vreizhadez, ur Vigoudenn on. Ma zud a oa deus pleg mor Gwaien, met me a zo bet ganet dres war lerc'h ar Brezel e Ploneour-Lanvern, kroazhent ar Vro Vigouden, evel ma kemenn ar bruderezh gant lorc'h.

Ma mamm ne gomze nemet brezhoneg, ma zad a ouie galleg, met brezhoneg a veze komzet er gêr gant ma zud. Ni bugale a rae gant ar galleg etrezomp, met gant hon tud e komzemp Brezhoneg.

Studiet em eus el Lise Brizeux, e Kemper, ha war-lerc'h on aet da studiañ Alamaneg e Skol Veur Roazhon. Daou vloaz am eus tremenet en Alamagn, ur bloavez e Kiel, unan all e Saarbrücken, ha goude-se , ur wech tapet ma C'hapes ganin, on bet kelennerez e Roazhon. War ma leve emaon abaoe 2005. Ne ouien d'ar mare-se na skrivañ na lenn brezhoneg, ha diviset eo bet ganin deskiñ ma yezh da vat. Ha buan em eus bet plijadur o skrivañ.

Pehini eo tem kreiz ho levr ?

Diaes eo respont da seurt goulenn... Me a larfe, diverkañ an troc'h etre bed ma bugaleaj, hag ar bed a-vremañ. Hag ar yezh, sklaer eo...

M'ho pefe da lakaat ur frazenn war-wel, peheni e choazfec'h ?

"Pegen kaer eo ar bed en dro din" marteze, gouzout a ran n'eo ket aes bepred soñjal evel-se, met ar vuhez, ar fed bevañ a zo kaer ha prizius daoust da pep tra...

Ma vefe al levr ur sonerezh, peheni e vefe ?

Soñjet em eus er ganaouenn "Me zo ganet e kreiz ar mor" rak eus kostez ar mor en em santan, daoust din bezañ bet ganet war ar maez. Met dibabet em eus navet sinfonienn Beethoven, abalamour d' al lusk a lak da ziwan en unan, a ro kalon da vont war-raok: Freude am Leben, levenez diwar ar vuhez...

Petra e pljfe deoc'h treuzkas d'ho lennerien da gentañ toud ?

D'am soñj em eus respontet dija d'ar goulenn-se. Ur seurt reziliañs, martez, evit ma yelo ar vuhez war-raok.


alt


Feuilleter


Avis des clients:

Il n'y a pas encore de commentaire sur ce produit.
Veuillez vous identifier pour poster un commentaire.


Vous pourriez être également intéressé(e) par l'un de ces produits

7,60
8,00 €
33,25
35,00 €

Vous rencontrez une difficulté pour finaliser votre commande ?
 N'hésitez pas à nous contacter au 02 98 62 17 20  (aux heures de bureau),                                                                ou bien téléchargez ce bon de commande (à nous retourner accompagné de votre règlement).                            Vous n'arrivez pas à créer votre compte client ?
*  Pensez à vérifier que vous n'êtes pas déjà inscrit sur notre site en cliquant sur                    

Auteurs

Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.
paypal