
Pierre-Yves Le Rhun, pe Pêr Rhun evit ar vrezhonegerion, a zo aet da Anaon disul diwezhañ.
Bet ezel douzh Ar Falz adalek ar bloavezhioù 60, Pêr en deus labouret kalz war danvez douaroniezh Breizh evit reiñ d’an dud da c’houzoud diwar-benn ar vro, an ekonomiezh, an dud o vevañ eno, al liamm etre an tiriadoù hag an dud, an endro ha diorroen al labour-douar e Breizh, ha pouezh an doare kreizennet ma vez aozet an divizoù e Bro C’hall.
Meurd a oberenn a zo bet savet gantañ, hag en o zouesk: « Géographie de la Bretagne« , « Bretagne et Grand Ouest« , « La Bretagne face à l’Europe et à l’Ile de France« , hag eveljust ar penn-oberenn « Géographie et aménagement de la Bretagne« , a oa bet niverekaet ha klotaet enlinenn war hon lec’hienn Géographie numérique de la Bretagne.
Ur stourmer dibar eo bet a-hed e vuhez evit adunaniñ Breizh, hag ober un rannvro digreizennet hag emren anezhi.
Trugarez vras dit Pêr evit tout ar pezh a teus degaset dimp-ni, bretoned. Ra ‘vo skañv dit douar ar vro.
0 commentaires