Feg-niouz

Feg-niouz

Jean-Claude Le Ruyet

A-oll-viskoazh e klask an denion ar Wirionez.Hervez lod ema bet kavet dija, ha pell zo. Evid lod arall e chom kuzh. Evid Pirandello eh eus ur wirionez da beb unan. A-benn ar fin, e gwirionez (!), e chom an den gant ar mister.Mez hiziw-en-deiz, setu brasaet ar mister c’hoazh, pa glask tud zo, tort o eneioù, silañ doereioù faos war ar marc’hallac’h. Kit bremañ da ouied petra zo gwir ha gwirion ha petra n’eo ket ‘med kelaouier faos ha diwir !

Eüruzamant e chom tud onest a-walc’h evid lâred ar wirionez diouzhtu ha didro : er levr-mañ, henn touiñ a raomp, ne vo kavet nemed traoù faos, koñchennoù diwanet en ur spered douget da guitaad ar bed-mañ, ken ankéniuz, evid moned da c’haloupad divrid e pradaouier divent ar faltazi. Mar en deus graet an dra-se plijadur d’ar skrivagner e hetomp kement arall d’ar lennerion ive…

Date de parution : mai 2024
ISBN : 978-2-36758-167-5
Nombre de pages : 248 pages
Format : 15 x 21 cm, couverture souple, impression noir et blanc

Le prix initial était : 15,00 €.Le prix actuel est : 14,25 €.

Share This