François Rolland, deus Boulvriag

6 Mai 2021 | Komzoù brezhoneg

François, bet labourer douar, a gont deomp penaos eo deut da ve troet war an arkeologiezh goude bet kavet priaj en ur dreiñ douar er parkeier.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin

Lors : C’hoant ‘mefe gout « euh » pezavare ‘oa ar wech kentañ ‘peus ka’t traoù ‘ba ‘ba ‘n douar ha ‘ba p’lec’h « euh » ha ‘peus soñjet pet’a é’ ze deus p’lec’h ‘teu ha…
François : « euh » en dro da … mamp feurmet … ‘ma feurmet ur vereri ‘ba vFelc’han ahe hag tro « euh » blâ pe’r-ugent … hag daou pé dri blâ pe’r-ugent … daou pé dri ha pe’r-ugent neun ‘treï ‘ douar zur ‘c’hat hag ‘ma ka’t ‘vel vé lar’t priaj ‘ba ‘n douar … priaj ur bern hag ‘gomprenen ket pet’a oaint koa … ‘gomprenen ket mi ‘ma ket kalz anaoudegezh deus… deus traoù ‘giz-ze d’er c’houlz-se hag ‘ba Boulvriag ‘oa graet ur …un « association club d’archéologie »
Lors : Ya
François : ‘Mamp graet ‘n dro tri pé be’r ha pe’r-ugent ha deus sé neun o… kamaraded din a ga’e è hag e momp ‘n on intereset deus ze koa
Lors : A ya sete ‘oa ped …ped den ‘na ka’t traoù apeupre
François : O …o ‘oam’ ket ur bern da ga’t heñ nann nann …petaman’ n’ on interesaint ket deus sé ha ‘mim ‘rae koa …ya
Lors : Ha pet’a…pet’a oas…oac’h …pet’a ‘oac’h kustumet d’o’r ga’ tout an traoù ze d’ar c’houlz-ze
François : Beñ mann ebet ‘c’hat da gomañs … avertis’t ‘mamp bet « machin archéologie » koa ha’ oaint bet deut ha serret ka’i tout potriach ‘oa deit war leign an douar
Lors : A bon
François : Ya ar re-ze ‘zo bet aet gante da Roaven pé ‘oaran ket de b’lac’h neuint kas’t nê gante
Lors : Ha n’é ket bé’ lar’t dac’h
François : Nann med med leusket ‘ma nê d’o’r pugur ‘oaren ket pet’a ‘oa hag ‘gomprenen ket kaer ‘ba ‘r jeu med goude neun m’eus komprenet pet’a ‘oaint koa
Lors : Ha just ‘wac’h … tro … tro peseurt blavejoù ‘peus ‘peus komañset da da gompren…
François : A dustu dustu dustu neun koa ha ya ‘oarez wac’h dustu neun koa
Lors : ‘Blam’… ‘blam matrese ar re ‘oa deut da jerriñ tout ‘na lar’t dac’h…
François : A beñ ya ya pet’a ‘oaint koa ‘oa gentañ é un doen romaned ‘oa …o ‘oa ul lojeiz romaned koa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : A ya ha ‘ba peseurt park ‘pa ka’et ar …
François : To…tost ahe ‘ba beg ur …’fin beg un dossen un tamm koa war an uhel un tamm
Lors : Ya ya
François : Ya
Lors : Hag…
François : Hag goude ‘oa bet ‘sell’ ha ‘oa ka’t ur vagor …vagorioù lec’h ‘oa al lojeiz koa
Lors : Ya
François : Goude é bet fouilhet pas ganin ‘fin ganin ‘oa bet tud d’o’r « prospection » neun ‘vid gwelet pet’a ‘oa
Lors : Ha ‘neuint … an dud-ma’ n’eus ka’t traoù ell …barzh
François : « Euh » ‘neuint ket …’neuint ket ka’t traoù all me m’eus bet ka’t goude tammoù bihan koa
Lors : A ya
François : Me m’eus bet ka’t goude pugur derc’hmat pé… pé ‘chaen ene petam’ ‘vije labour’t ‘r park derc’hmat ‘vijen ‘sellet hag-eñ …ya
Lors : Hag a-mod-ze ‘peus ka’t traoù ell koa
François : Ya goude neun m’eus bet ka’t hachoù
Lors : Hachoù
François : Ya hachoù mein med ze ‘oa pell kozhañ ze ‘oa deus daou vil araok daou tri mil araok ar c’hrist koa heñ
Lors : A ya
François : Ha ‘ba memes …ba’ memes plas ka’i ‘wac’h
Lors : War …war beg an dossen
François : Ya … « euh » ‘r re re-ze ‘n on lake « euh » ‘ba tu ‘r sav-heol
Lors : A bon
François : Ha bord ar Blavez
Lors : Ha bord ar Blavez
François : Bord ar Blavez ya
Lors : Hag ‘michañs ‘peus studiet …’peus klasket ha studiet warlerc’h …
François : O ‘ta ya tammoù bihan ‘fin studiet kle’et m’eus bet ha sell’t war « journal » koa
Lors : Ya med ‘blam be’ta ‘rae … ha ‘blam bet’a ‘raent ze war …war zu …
François : A beñ ya ya ya ya bout war ‘n tu … beñ gé …’r re-he naent ket ‘ba tu ‘ba ‘n tu all amañ è ‘ba tu an hanternoz m’eus ket bet ka’t mann ‘bet gwech ebet koa
Lors : A nann
François : Nann nann nann tout ‘oaint war tu kreizté pé pé ar sav-heol koa
Lors : Ya
François : Ya ene ‘oa sa’et ‘vije heol da beure a domme ‘giz-ze koa
Lors : Ya ya ya
François : Hag ar re-ze … ar romaned goude ‘oa aet ka’i ‘wac’h ‘ba memes plas ‘vel …’vel ar re « préhistoire » ‘vel vé lar’t
Lors : Ya ya
François : ‘Ba memes… memes plas
Lors : Ya ya set’ ‘peus ka’t priaj « euh » priaj n’é ket med
François : Ya priaj int koa
Lors : Hag a-mod-all hachoù
François : Ar c’hachoù ya med priajoù ‘ba memes plas ka’i ‘wac’h koa med an hachoù ne … veint ket ‘ba memes plas …vé un tamm partoud sklabet ‘fin sklabet marse’ ‘vé daou c’hant metr ‘trede kant metr … pé dreien an douar ‘vijen derc’hmat ‘sellet hag-é ‘wellen ket ur min …ur min bennaket
Lors : Ya
François : Ha dustu ma wellen ur min ‘gomprenen dustu pet’a ‘oa koa ka’ bout ‘zo mein all ‘oarez ‘wac’h mein mor pé deit gant er vaerl ha traoù ‘giz-ze
Lors : Ya
François : Ze ‘zo eu ha wellez ‘wac’h bon hema’ n’é ket… ur min mor é koa
Lors : A ya
François : Nann un diferañs ‘zo oarez ‘wac’h
Lors : Ya
François :An hain’ ..an hain’ ‘zo kustum’t ‘wella dustu ‘fin kustumm’t bon brema’ ‘oaran un tamm barzh ‘wellan dustu petar é koa
Lors : Ya ya ha just ‘wac’h …med …ar mein ‘ta deus ar moor ‘c’ha ‘c’ha da vreinañ
François : Veint rond gwel’t ‘wac’h vé ur min mor n’é ket
Lors : Nann
François : ‘Zo rond ha …nann n’é ket n’é ket n’é ket mem’ mod koa
Lors : Nann nann
François : Rond ‘fin n’é ket ‘vé ket rond derc’mat med n’é ket n’é ket mem’ mod koa
Lors : Nann nann ha ‘vid kontañ deus ar mogerioù ar mogerioù ‘peus ‘peus ka’t ahe
François : Ya
Lors : ‘Feus ket bet ka’t ur voger ell diwetoc’h un tamm
François :« Euh » nann m’eus ket bet ad… m’eus ket bet adklasket ha neun n’é ket n’é ket dimp’vé d’o’r ze ma feus c’hoant normalamant n’omp ket sañset da fouillal …ze n’é ket mom’ ka’ marse ‘oaram’ ket o’r ha zrailhfem’ nê med ar vagor… pezh ‘ma ka’t ur pennad ‘vanka’ adgolod nê dustu koa
Lors : Ya
François : Ha laka douar warnañ pe’taman’ ‘vehe… distrujet koa …ar re-he ‘zo chomet enan med n’é ket ur … n’é ket uhel ar vagor heñ n’é ket ‘met just un tamm …un tamm vagor vihan n’é ket uh’l uh’l
Lors : Nann nann nann
François : A nann ha neun ahe n’eus ket kalz a zouar heñ ahe ‘mañ war ar c’hal’t … war ar sailh koa
Lors : Ya
François : Ya
Lors : Ya ya …hag med memestra ‘peus lar’t d’ar re ‘n im okupañ deus an « archéologie » ‘oa ‘oa traoù amañ ha…
François : A ya ya ya ya ya
Lors : Ha n’eus ket bet tud deus ar re-he ‘tont… deut ‘boe da da …
François : Nann nann nann ‘vé ket …vé ket adfouillet traoù ‘giz-ze ma feus c’hoant lar’ a raint douchaint ket tê pugur ‘vé ket neseser o’r ‘oarez ‘wac’h hend all ma ‘vé un hent pras d’or pé lojamant neun ‘vé g’aet med hend ell leusk’ ‘ raint ‘nañ ‘vid ar re ‘teuï war hom lerc’h koa
Lors : Mmm
François : N’eus ket voaien da glask tout an traoù
Lors : Nann pugur faot… neun neun ‘faotfe kaout ur bern tud hag ur bern arc’hant ha…
François : Ya ya ya ya ya lar’a raint leusk’ gant ar re ta war hom lerc’h
Lors : Ya ya
François : Kuit da da dapo tout an traoù koa
Lors : Ya ya sertanamant
François : Marse ‘wac’h ‘voint gwelloc’h ‘vitoum diouzatoc’h pugur ‘vé disket brema’ muioc’h …pezh a vije gwechall koa
Lors : Ya ha brem’ ‘zo pinvijoù petram’ oustilhoù nê
François :A ya brema’ brema’ ‘vé ket graet toulloù kin brem’ ‘wellaint gant « Satellite » a adka’aint ar vagorioù an traoù koa
Lors : A beñ ya
François : Brem’ ‘vé ket ret … ‘vé ket ret dizoc’h an traoù kin
Lors : Nann
François : Nann nann
Lors : Brem’ brem’ ‘welaint deus deus an uh’l
François : Deus kroec’h ya diwar an diferañs douar ha …’raok ‘vije gwelet è pé vije sec’ho’ gant … pé vije graet machine PAC ( Politique Agricole Commune ) ahe ma feus c’hoant ‘vije graet fotoioù ha ‘vije gwelet ar parkoù ‘lec’h ‘chome ur regennad glazoc’h
Lors : A
François : Ya …ya goude ‘ma bet g’aet o ppff dek ha pe’r-ugent pé ‘giz-ze ‘oa bet ur sec’ho’ m’eus ket joñj peseurt blâ ‘oa bet ur sec’ho’ ha ‘ma gwel’t ur ur pezhiad ‘ba park a oa chomet glaz koa a-hend all ‘oa sec’het tout bon pet’a ‘ma g’aet ‘ma toullet un tamm da wel’t ha ‘ma ka’t leun a briaj med ar re-ze ‘oa « gaulois » galianed ‘vel ‘vé lar’t
Lors : A ya
François : Ya hen’zh ‘oa … med tost tost d’ar re-m’ all heñ ya ya pas ‘ba ‘r memes park med med kichenn ka’i ‘wac’h
Lors : A ya
François : Ha ene neun ‘oa leun a briach ‘c’hat ur voñs o marse ‘rae daou vetr ledaner ha ur metr hanter doner med ‘ma ket g’aet ‘met ur metr pe daou ha ‘reas ket ‘met ka’t priach torr’t ha tout … ur pod ‘ma ka’t ha ado’r un tamm …priach ya
Lors : A ya
François : Hag hon’zh’ ‘vel laren ‘oa ur feurm « gauloise »
Lors : A ya
François : Med m’eus ket ka’t ‘met un tamm pennad ha hon’zh ‘rae dro ur « ferme gauloise » ‘zo ur vagor tro wa’ dro hag ur …ur vos tro wa’ dro koa
Lors : Ya mm mm
François : Med er park-se ‘vé graet park ar vur deusañ a ‘zo ur vagor ‘ba bord an hent g’aet gant pejoù mein bras …hag-é ‘oa deit er mein-se deus…deus ar feurm-se …’oaran ket …kar n’eus ket kalz parkoù a neus ur vagor ur c’harzh ‘giz-se koa gant ur vagor
Lors : Beñ nann
François : Nann ha park er vur ‘vé graet deus ze

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau

Lors : C’hoant ‘m befe gouzout « euh » pe da vare e oa ar wech kentañ ho peus kavet traoù e-barzh an douar hag e-barzh pelec’h « euh » ho peus soñjet petra eo se hag eus pelec’h e teu ha…
François : « euh » en-dro da… hon oa feurmet… ‘m boa feurmet ur vereuri ‘barzh Felc’han aze hag… e-tro « euh » ar bloaz pevar-ugent… hag… daou pe dri bloaz ha pevar-ugent… daou pe dri ha pevar-ugent neuze, o treiñ douar sur ‘vat, hag em boa kavet, evel a vez lavaret, priaj e-barzh an douar… priaj ur bern ha ne gomprenen ket petra oant koa… ne gomprenen ket, me n’em boa ket kalz anaoudegezh deus… deus traoù ‘giz-se d’ar c’houlz-se hag e-barzh Boulvriag e oa graet ur… un « association club d’archéologie »
Lors : Ya
François : Hag hon oa graet an dro tri pe bevar ha pevar-ugent ha deus se neuze o… kamaraded din a gave ivez hag hon oa en em intereset eus se koa !
Lors : A ya setu ‘oa pet… pet den o doa kavet traoù apeupre ?
François : O… o ! Ne oamp ket ur bern da gavout heñ nann nann… peotramant n’en em interesent ket deus se ha ni a rae koa… ya
Lors : Ha petra… petra oas… oac’h… petra ‘oac’h kustumet d’ober gant tout an traoù-se d’ar c’houlz-se
François : Beñ mann ebet ‘vat da gomañs… avertiset hon doa bet « machin d’archéologie » koa hag e oant bet deuet ha serret kazi tout ‘potriach ‘oa deuet war-lein an douar
Lors : A bon
François : Ya ar re-se zo bet aet gante da Roazhon pe ne oaran ket da belec’h o deus-int kaset anezho ganto
Lors : Ha n’eo ket bet lâret deoc’h ?
François : Nann met met leusket ‘m boa anezhe d’ober peogwir ne oaren ket petra oa ha ne gomprenen ket kaer e-barzh ar jeu met goude neuzen em eus komprenet petra ‘oant koa
Lors : Ha just ‘walc’h…’tro…’tro peseurt bloavezhioù ‘peus ‘peus komañset da da gompren…
François : A diouzhtu diouzhtu diouzhtu neuze koa ha ya, a oarez walc’h, diouzhtu neuze koa
Lors : Abalamour… abalamour marteze ar re a oa deut da serriñ tout o doa lavaret deoc’h…
François : A beñ ya ya petra oant koa, e oa… da gentañ eo un doenn Romaned e oa… e oa ul lojeris Romaned koa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : A ya ha ‘barzh peseurt park ‘poa kavet ar…
François : To… tost aze e-barzh beg ur… ‘fiñ beg un dosenn un tamm koa war an uhel un tamm
Lors : Ya ya
François : Ya
Lors : Hag…
François : Ha goude e oa bet sellet hag e oa kavet ur voger… ar vogerioù, e-lec’h e oa al lojeris koa
Lors : Ya
François : Goude eo bet fouilhet, pas ganin, ‘fin ganin e oa bet tud d’ober « prospection » neuze evit gwelet petra a oa
Lors : Hag o deus-int… an dud-mañ o deus kavet traoù all… e-barzh
François : « Euh » n’o deus-int ket … n’o deus-int ket kavet traoù all, me ‘m eus bet kavet goude tammoù bihan koa
Lors : A ya
François : Me ‘m eus bet kavet goude peogwir dalc’hmat pa… pa ‘h aen eno, peotramant e veze labouret ar park, dalc’hmat e vezen o sellet hag-eñ…ya
Lors : Hag ar mod-se ho peus kavet traoù all koa
François : Ya goude neuzen ‘m eus bet kavet hachoù (bouc’hili)
Lors : Hachoù
François : Ya hachoù mein met se a oa pell koshoc’h, se a oa eus daou vil a-raok… daou tri mil a-raok ar C’hrist koa heñ
Lors : A ya
François : Ha ‘barzh ar memes… memes plas kazi a-walc’h
Lors : War…war beg an dosenn
François : Ya… « euh » ar re re-se en em lake « euh » e-barzh tu ar sav-heol
Lors : A bon
François : Ha bord ar Blavezh
Lors : Ha bord ar Blavezh
François : Bord ar Blavezh ya
Lors : Hag emichañs ho peus studiet… ho peus klasket ha studiet war-lerc’h…
François : O ‘ta ya tammoù bihan, anfin studiet… klevet ‘m eus bet ha sellet war ar « journal » koa
Lors : Ya met abalamour da betra e rae… abalamour da betra e raent se war… war-zu…
François : A beñ ya ya ya ya bout war an tu… beñ geo ! Ar re-se n’aent ket e-barzh tu… ‘barzh an tu all… amañ ivez e-barzh tu an hanternoz n’em eus ket bet kavet mann ebet gwech ebet koa
Lors : A nann
François : Nann nann nann tout ‘oant war an tu kreisteiz pe… pe ar sav-heol koa
Lors : Ya
François : Ya eno e oa savet e veze heol d’ar beure a domme e-giz-se koa
Lors : Ya ya ya
François : Hag ar re-se… ar Romaned goude a oa aet kazi a-walc’h e-barzh ar memes plas evel… evel ar re ar « préhistoire » evel a vez lâret
Lors : Ya ya
François : E-barzh memes… memes plas
Lors : Ya ya setu ho peus kavet priaj « euh » priaj n’eo ket met…
François : Ya priaj int koa
Lors : Hag er mod-all hachoù
François : A, hachoù ya met… priaj zo e-barzh ar memes plas kazi a-walc’h koa, met an hachoù ne vezont ket ‘barzh ar memes plas… a vez un tamm partout a-stlabez, anfin ‘stlabez marse ivez daou c’hant metr etreze, kant metr… pa droen an douar e vezen dalc’hmat o sellet hag-eñ ne welen ket ur maen… ur maen bennaket
Lors : Ya
François : Ha diouzhtu ma welen ur maen e komprenen diouzhtu petra a oa koa kar bout ‘zo mein all, a oarez a-walc’h, mein mor bet deuet gant ar vaerl ha traoù e-giz-se
Lors : Ya
François : Se zo ivez hag e welez a-walc’h bon hemañ n’eo ket ur maen mor eo koa
Lors : A ya
François : Nann un diferañs zo, a oarez a-walc’h
Lors : Ya
François : An hani… an hani zo kustum a wela diouzhtu ‘fin, kustum, bon bremañ e oaran un tamm e – barzh, e welan diouzhtu petra eo koa
Lors : Ya ya ha just a-walc’h… met… ar mein a za eus ar mor a ya da vreinañ
François : E vez ront ront… gwelet a-walc’h e vez… ur maen mor n’eo ket…
Lors : Nann
François : Zo ront… Nann, n’eo ket n’eo ket n’eo ket memes mod koa
Lors : Nann
François : Ront, ‘fin n’eo ket, ne vez ket ront dalc’hmat met n’eo ket n’eo ket memes mod koa
Lors : Nann nann hag evit kontañ eus ar mogerioù ar mogerioù ho peus ‘peus kavet aze
François : Ya
Lors : ‘Feus ket bet kavet ur voger all diwezhatoc’h un tamm ?
François :« Euh » nann n’em eus ket bet ad… ne’m eus ket bet adklasket ha neuze n’eo ket n’eo ket dimp e vez d’ober se ma ‘feus c’hoant, normalamant n’omp ket sañset… fouilhal… se n’eo ket hon (labour)… kar marteze ne oaromp ket ober hag a zrailhfemp anezhe…. met ar vagor… pezh am boa kavet ur pennad a vanka adgolo anezhañ diouzhtu koa
Lors : Ya
François : Ha lakat douar warnañ peotramant e vehe… distrujet koa… ar re-se zo chomet eno met n’eo ket ur… n’eo ket uhel ar vagor heñ n’eo ket ‘met just un tamm… un tamm vagor vihan n’eo ket uhel-uhel Lors Nann nann nann
François : A nann ha neuzen aze n’eus ket kalz a zouar heñ aze emañ war… war ar c’haled… war-sailh koa
Lors : Ya
François : Ya
Lors : Ya ya… hag… met memes tra ho peus lâret d’ar re en em okupa eus an « archéologie » e oa traoù amañ ha…
François : A ya ya ya ya ya
Lors : Ha n’eus ket bet tud eus ar re-se o tont… deut abaoe da da…
François : Nann nann nann ne vez ket… ne vez ket adfouilhet traoù e-giz-se ma ‘feus c’hoant, lâret a reont ne douchont ket dezhañ peogwir ne vez ket neseser ober, a oarez a-walc’h, a-hend-all ma vez un hent-pras (hent bras) d’ober pe lojamant neuzen e vez graet met ‘hend-all leuskel a reont anezhañ ‘vit ar re a teuy war hon lerc’h koa
Lors : Mmm
François : N’eus ket voaien da glask tout an traoù
Lors : Nann peogwir e faot… neuzen neuzen e faotfe kaout ur bern tud hag ur bern arc’hant ha…
François : Ya ya ya ya ya lâr’ a reont leuskel gant ar re ‘ta war hon lerc’h
Lors : Ya ya
François : Kuit da da dapo tout an traoù koa
Lors : Ya ya sertenamant
François : Marse a-walc’h e vint gwelloc’h ‘vitomp diwezhatoc’h peogwir e vez desket bremañ muioc’h… pezh a veze gwechall koa
Lors : Ya ha bremañ zo binvioù peotramant ostilhoù nevez
François : A ya bremañ bremañ n’eo ket ret ober toulloù ken bremañ e welont gant ar « satellite » ha ‘adkavont ar mogerioù, an traoù koa
Lors : A beñ ya
François : Bremañ ne vez ket ret… ne vez ket ret disoc’h an traoù ken
Lors : Nann
François : Nann nann
Lors : Bremañ bremañ e welont eus eus an uhel
François : Deus kroec’h (Eus krec’h) ya, diwar an diferañs douar ha …’raok ‘veze gwelet ivez pa veze sec’hor gant… pa veze graet « machine PAC » (Politique Agricole Commune) aze ma ‘feus c’hoant e veze graet fotoioù hag e veze gwelet ar parkoù e-lec’h e chome ur regennad glasoc’h
Lors : A
François : Ya… ya goude ‘m boa bet graet o ppff dek ha pevar-ugent pe e-giz-se e oa bet ur sec’hor… ne ‘m eus ket soñj peseurt bloaz e oa bet ur sec’hor ha ‘m boa gwelet ur ur pezhiad e-barzh ar park a oa chomet glas koa a-hend all e oa sec’het tout bon petra am boa graet… ‘m boa toullet un tamm da welet ha ‘m boa kavet leun a briaj met ar re-se ‘oa « gaulois » Galianed evel a vez lavaret
Lors : A ya
François : Ya hennezh a oa… met tost tost d’ar re-mañ all heñ ya ya pas e-barzh ar memes park met met e-kichen kazi a-walc’h
Lors : A ya
François : Hag eno neuzen e oa leun a briaj ‘vat ur foz o marse e rae daou vetr ledander war ur metr hanter donder met ne ‘m boa ket graet ‘met ur metr pe daou ha ne raes ket ‘met kavout priaj… torret ha tout… ur pod ‘m boa kavet da adober un tamm da … priaj ya
Lors : A ya
François : Hag honnezh, evel a lâre, a oa ur feurm « gauloise »
Lors : A ya
François : Met m’eus ket kavet ‘met un tamm pennad ha honnezh a rae an dro, ur « ferme gauloise » ‘neus… ur vagor tro-war-dro hag ur… ur foz tro-war-dro koa
Lors : Ya mm mm
François : Met ar park-se a vez graet Park ar vur (mur) deusañ ha zo ur vagor e-barzh bord an hent graet gant pezhioù mein bras… hag-eñ e oa deuet ar mein-se deus… deus ar feurm-se… ne oaran ket… kar n’eus ket kalz parkoù o deus ur vagor, ur c’harzh e-giz-se koa gant ur vagor
Lors : Beñ nann
François : Nann ha « Park ar vur » a vez graet eus se

0 commentaires

Share This