André Le Courriard, deus Sant Servez (Kernev)

8 Oct 2021 | Komzoù brezhoneg | 0 commentaires

André Le Courriard, deus Sant Servez, a gont deoc'h diwar-benn an doare 'veze aozet an obidoù hag an interamantoù e Sant-Servez ha Bulad.
Votre titre va ici

André : Evel e oan o kontañ dit deus « euh »… a oa bet… a veze graet « euh »… tremen da daolañ dour e-barzh an iliz pe… pe e-barzh ar vered koa da zigentañ koa… ha neuze ez ae tout an dud d’ar vered mes goude ar personioù neuze o devoa komañset lakat… taoler dour « euh » gant ar c’horf pe ober evel ‘ karez… e-barzh an iliz koa… ha ‘giz-se ar re… evit ar re a oa o klask mont d’ar vered e veze ret dezho antren e-barzh an iliz a a a a

Lors : A ya a-benn « euh »

André : Ya a-benn ober se koa… o darn o doa kavet diaes ola ne oa ket voaien… o mes abaoe zo pell zo… e oa erru… ha n’ae ket mann nemet ar familh pe familh an dougerien pe an amezeien « euh » tost koa d’ar vered ken ivez koa… memes mod e-giz-se partout ivez koa mes ha c’hoazh am eus bet klevet ivez e-barzh Sant Servez e oa pemp pe c’hwec’h c’hoazh o devoa rouspetet ar person… en doa… abalamour da betra en deus chañchet mod d’ober an traoù… a a a… ya

Lors : Hag abalamour da betra en doa graet just awalc’h

André : Bañ o se a oa deuet eus lec’h all n’eo ket abalamour dezhañ spesialamant mes an dud a gave diaes e veze ret dezho mont e-barzh an iliz da… a-benn ober… lâret e vezent bet e-barzh an obidoù koa ma’z peus c’hoant koa

Lors : Mes marteze e oa an eskob en doa lâret dezhañ

André : O nann o oppff o peotramant e oa deuet ar mod da… dezho d’ober ivez koa… se a oa deuet… beñ pa vez un den da vevañ un dra e-giz-se ma ne vez ket « véritablement » tapet e-barzh koa… ne dorr ket e benn abalamour da betra a vez graet me ‘m eus ket bet torret ma fenn gwech ebet da c’houzout abalamour da betra e oa dihanet d’ober ar… an dud a lâre beñ ya bon se a oa gwir ivez ma vez fall an amzer nebeutoc’h e pade… añfin an obidoù e-barzh… e-barzh ar vered koa a- hend-all ma vez ur bern tud an amzer da dout an dud da dremen bon… me… ne oaran ket ivez abalamour da betra spesialamant e oa… o deus bet chañchet d’ober… d’ober se… lakat ur mod… mes pa oa bet un nebeut bloavezhioù ar re a rouspete en digarez-se beñ a deue evel ar re all e-giz- se… darn a c’hortoze ar mare diwezhañ da zont e-barzh an iliz ha darn… goude e oant bet kroget da… kazi tout an dud a deue e-barzh an iliz pa… pa veze komañset an obidoù pe pa vezent prest heñ

Lors : Ya ya

André : O kar a-hend-all me ‘m eus bet gwelet « euh » o ya e-barzh Sant Servez aze pa veze unan a veze muioc’h « honnête » (onest) o ya e veze o ya e veze dek daouzek pemzek a dud o tont e-barzh an iliz pa veze sañset fin an obidoù koa… da dremen… o ya ya

Lors : A ya

André : Mes añfin se a oa… a oa e-giz-se

Lors : Ha war… da… e-mod-se e oa bon… hag evit an obidoù just a-walc’h e-barzh ar vered peseurt mod e finise… peseurt mod…

André : Beñ… d’ar c’houlz-se d’ar c’houlz-se e oa neuze… neuze c’hoazh d’ar c’houlz-se neuze e oa personioù c’hoazh koa hag ar person a ‘h ae d’ar vered d’ar c’houlz-se koa…

Lors : Ha…

André : Hag a rae… a adrae ur bedenn pa veze pozet ar c’horf sañset da vout interet pe e-tal ar groaz… an dud e-barzh Sant Servez a veze lakaet e-tal ar groaz amañ koa

Lors : A ya

André : Ya start mat da… ar bezioù a zo tost mat an eil d’egile koa an dra-se a zepant deus al lec’h [le-ma (e-lec’h)] ma veze… e-barzh lec’h ma oa beredoù nevez « euh » mes d’afer-se goude neuze e oa tapet ar mod ‘m eus aon partout da da zont etrezek ar groaz… kroaz ar vered koa ma’z peus c’hoant o e-lec’h ma oa plas d’ober e-barzh Bulad amañ ne oa ket plas aze e-tal ar groaz ar vered koa peogwir emañ kazi e-barzh mesk ar bezioù koa mes… e-giz-se… o tegas ar c’horf etrezek eno… o pe darn all a-wechoù a veze kaset c’hoazh e-lec’h ma… tost da lec’h ma oa ar bez… bez an dud koa… mes me a wel an hini añfin « pompes funèbres » e-barzh Kallag aze a ra… a ra anezho e-barzh memes plas tout… e fin ar « cérémonie » koa pe pe an hini a vez sañset ober pa… pater ar bater diwezhañ koa ma vez graet pater mes añfin ma vez « civil » e vez graet e-barzh memes plas e- barzh ar vered ivez koa

Lors : Ya ya hag e-barzh Sant Servez amañ… peogwir me me ‘m eus klevet lâret e-barzh… e-barzh… e-barzh serten parrezioù e veze obidoù kentañ klas hag…

André : A ya se am eus bet gwelet… o e-barzh Sant Servez ‘m eus ket soñj na klevet oppff pa oan yaouank me n’aen ket kement-se da… d’an obidoù e Sant Servez ivez koa… bon goude e veze deus ar familh… alies mamm a ‘h ae koa mamm-gozh ivez pa oamp bihan mes mes e-barzh Bulad ‘m eus soñj da welet aze e oa bet… e veze « euh »… añfin tri glas interamañchoù

Lors : Just a-walc’h

André : Hag e oa… me ‘m eus soñj da welet… ne oaran ket peseurt anv… e brezhoneg ne oaran ket o koulskoude ‘m eus bet klevet peseurt anv a vez graet deus… mes e galleg « catafalque »…

Lors : A « catafalque » ya

André : Ya

Lors : ‘M eus ket soñj

André : Ur… ha hennezh a oa ur machin graet gant koad hag e veze kaset ar « charriot » pe pozet an arched e-barzhañ koa ha ‘giz-se e veze « en hauteur » en uhelder « par rapport » diouzh ar re all ar re all me ne oaran ket petra oa… peotramant ar re all a veze « tout simplement » e veze pozet war daou… « tréteaux » pe…

Lors : Tretour ya

André : Ya se a oa koa… ar re all a veze muioc’h… un tamm bennaket muioc’h… añfin ornemañioù pe dekorasionoù mes soñj ‘m eus da welet ar c’hatafalk e-barzh Bulad mes n’on ket bet gwech ebet e-barzh interamant e vije… mes eñ a oa bet suprimet pa oa deuet… ar person kozh amañ… me ne oaran ket hag-eñ e rae interamañchoù hag eñ a oa aet d’ober kure… kure kanton da Gallag… goude e oa deuet unan yaouank aze neuze hag aze e oa bet suprimet ar c’hatafalk koa ne oa ket bet pell

Lors : Mmm mm

André : Ya… o a-benn neuze moarvat e oa… e-lec’h all e oa fin deus hennezh ivez mes mamm am eus bet klevet la eo bet e-barzh… peogwir hon familh oa… ul lodenn vras eus hon familh a oa tout eus Bulad mes ad… ad… mamm-gozh koa mamm-ioù-kozh a oa « originaire » eus Bulad koa… e-giz-se eo bet… e veze… ‘deus gwelet lakat… an dud war… pe ar c’horf war… bet gwelet anezhañ war ar c’hatafalk

Lors : Mmm mm

André : O eñ a oa ur… ur pezh machin « imposant » kazi ken… o ya ne oa ket ken bras hag ar « guizin » amañ mes tost

Lors : A ya

André : Ur pezh traoù oa paour-kaezh… mes e-barzh Bulad e oant koñsideret pa oa… diouzh tu ar personioù… tu dehou

Lors : Pinvidikoc’h

André : Pinvidik… o parrez muioc’h « religieux » koa mes e oa re ha ne oant ket « religieux » met tamm ebet muioc ‘h evit ar re all moarvat mes…

Lors : Ya

André : O mes koñsideret e oa ur barrez « religieux » Bulad heñ

Lors : Ya tuet war zu…

André : Ya mes aze e vez e-barzh an tu all ivez Duod ivez a oa koñsideret ivez

Lors : A ya

André : Ya… ya ya… pa vezer erru e-barzh Sant Servez a-benn neuze e oa un tamm bihan muioc’h « mitigé » pa ‘h aer da Sant Nigouden ola a-benn neuze e oa erru… startoc’h an traoù

Lors : Ya ya

André : Startoc’h ne oa ket moarvat mes añfin… an dud ne oant ken… nann mes Bulad a zo bet… e-giz-se… añfin e-giz-se e oa koa

Lors : Evit ar wech tout

André : Ya

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin

André : ‘Vel ‘oan ‘konto dit deus « euh » ‘n hain’ ‘oa bet … e vije g’aet « euh » tremen… da daol dour ‘ban ilis pé …pé ‘bar vered koa da zigentañ koa …ha neun ‘c’h ae tou’n dud d’ar vered med goud’ ar personioù neu’n ‘nivoa komañs’t … lakent… taol dour « euh » gant er c’horf pé o’r ‘vel karez …’ban ilis koa .. ha ‘giz-se ‘rae ‘vid ar re ‘oa ‘klask mont da vered ‘vi’e ret dê antren a a a a …

Lors : A ya ‘benn « euh »

André : Ya ‘benn o’r ze koa o dern ‘na ka’t dies o la ‘oa ket voaien … o med ‘baoe ‘zo pell zo …’oa aï ha n’ae ket mann ‘met familh pé familh an dougerien pé an amizeien « euh » tost koa d’ar vered kin è koa …mem’ mod ‘giz-se partoud è koa med ha c’hoazh ‘m eus bet kle’et è ‘ba Sant Servez ‘oa pemp pé c’hwec’h c’hoazh a nivoa rouspet’t ar person ‘na… ‘blam beta ‘neus chañchet mod d’o’r an traoù … a a a ya …

Lors : Ha ‘blam beta ‘na graet just ‘wac’h

André : Bañ o ze ‘oa deut deus lec’h ell n’é ket ‘blam dañ spesialamant med an dud a ga’e diaes vi’e ret dê mont ‘ban ilis da…’benn o’r…laret ‘vi’ent bet ‘ba ‘n obidaoù koa ma feus c’hoant koa

Lors : Med matren ‘oa ‘n eskob ‘na lar’t dañ…

André : O nann o opff o petramant ‘oa deut ur mod da … dê d’ober è koa … ze ‘oa deut da… beñ pa ‘vé un den da vévo un dra e-giz-se ma vé ket « véritablement » tapet barzh koa ‘dorr ket e benn ‘blam beta vé g’aet mi ‘m eus ket bet torr’t ma venn da c’hout ‘blam beta ‘oa dihanet d’ober ar … an dud a lare bah ya bon ze ‘oa gwir è ma vé v\fall an amzer neubeutoc’h a bade ‘fin ‘n obidaoù ‘ba ‘bar vered koa hend ell ma vé ur bern tud ‘n amzer da doud an dud da dremen bon … mi… ‘oaran ket è ‘blam beta spesialamant ‘oa ..’neuint bet chañchet d’o’r d’o’r ze …lak’ ur mod…med pé ‘oa bet un neubeud blavejoù ‘r re ‘rouspete ‘n digaré ze beñ ‘tae ‘vel ar re ell ‘giz-se dern e c’hotae’e ar mare diwehañ da zond ‘ba ‘n ilis ha dern … goud’ ‘oaint bet krog’t da… ka’i tout an dud ‘tae ‘ban ilis pé … pé vi’e komañs’t an obidaoù pé pé vi’ent prest heñ

Lors : Ya ya

André : O ka’ hend-ell me m’eus bet gwel’t « euh » o ya ‘ba Sant Servez ahe pé vi’e eun a vi’e muioc’h « honnête « o ya vi’e o ya vi’e dek daouzek pemzeg a dud ‘tont ‘ban ilis pé vi’e sanset fin an obidaoù koa da dremen … o ya ya

Lors : A ya

André : Med anfin ze ‘oa … ‘oa ‘giz-se

Lors : Ha war …da …a’ mod-se ‘oa bon…hag ‘vid an obidaoù just ‘wac’h ‘bar vered peseurt mod ‘ vinise …peseurt mod…

André : Beñ …d’er c’houlz-se d’er c’houlz-se ‘oa neuhe neun c’hoazh d’er c’houlz-se neuhen ‘oa personioù c’hoazh koa hag er person ‘c’h ae da vered d’er c’houlz-se koa

Lors : Ha…

André : Hag ‘rae …adrae ur bedenn pé vi’e pozet ar c’horf sañset da vout intere’t pé tal ar groaz … an dud ‘ba Sant Servez ‘vi’ent laket tal ar groaz amañ koa

Lors : A ya

André : Ya stert mad da…ar be’ioù ‘zo tost mad an eil d’egile koa an dra-he ‘zepand deus le’ma ‘vije …’ba le-ma ‘oa berejoù ‘nehe « euh » med d’af’-ze goud’ neuhe ‘oa tap’t ar mod ‘m eus aon partoud da zont ‘treseg ar groaz …groaz ar vered koa ma feus c’hoant o le-ma ‘oa plas d’o’r … ‘ba Bulad amañ ‘oa ket plas ahe tal groaz ar vered koa pugur ‘mañ ka’i ‘ba mesk ar be’ioù koa med … giz-se …’ti’as ar c’horf ‘treseg enañ o pé dern ell ‘wejoù vi’e kas’t c’hoazh le-ma … tost da le-ma ‘oa bez … bez an dud koa … med me wel an hain’ ‘fin « pompes funèbres « ‘ba Kallag ahe ra … ra nê ‘ba memes plas tout fin ar « cérémonie » koa pé pé ‘n hain’ vé sañset o’r pa…pater ‘bater diweañ koa ma vé g’aet pater med fin ma vé « civil « ‘vé g’aet ‘ba memes plas ‘bar vered è koa

Lors :Ya ya hag ‘ba Sant Servez amañ…pugur me me ‘m eus kle’et lar’t ‘ba ‘ba ‘ba serten parrochoù ‘ vize obidoù kentañ klas hag…

André : A ya ze m’eus bet gwel’d o ‘ba Sant Servez m’eus ket joñj na kle’et opfff pé oén yaouank mé n’ain ket kemen’-se da … d’an obidaoù da Sant Servez è koa …bon goud’ vi’e deus familh ali’s mamm ‘c’h ae koa mamm-gozh è pé oamp bi’n med med ‘ba Bulat m’eus joñj da wel’t ahe ‘oa bet … a vije « euh » fin tri glas interamanchoù…

Lors : Just ‘wac’h

André : Me ‘oa … me m’eus joñj da wel’t …’oaran ket peseurt anv …en brezhoneg ‘oaran ket koulskoud’ ‘m eus bet kle’et peseurt anv vé g’aet deus… med en galleg « catafalque »

Lors : A « catafalque » ya

André : Ya

Lors : ‘M eus ket joñj…

André : Ur …ha hen’z ‘oa ur machin g’aet gant koat ha ‘vije kaset er « charriot » pé pozet an arched ‘barzhañ koa a-giz-ze vi’e « en hauteur » en uhelder « par rapport » deus ar re all ar re all mé ‘oaran ket pet’a ‘oa petram’ re ell vi’e « tout simplement » vi’e vi’e pozet war daou « tréteaux » pé

Lors : Tretour ya

André : Ya ze a oa koa ar re all ‘vije muioc’h …un tamm benneket muioc’h …fin ormemañyioù pé dekorasionoù med joñj m’eus da wel’d ar c’hatafalk ‘ba Bulad med n’on ket bet gwech ebet ‘ban interamant a vije … med eñ ‘oa bet suprimet pé ‘oa deu’t… person kozh … me ‘ oaran ket hag-é ‘rae interamañchoù hag eñ ‘oa aet d’o’r kure … kure kanton da Gallag …goud’ ‘oa deu’t eun yaouank ahe neun ha ahe ‘oa suprimet ar c’hatafalk koa ‘oa ket bet pell

Lors : Mmm mm

André : Ya … o ‘benn neun mac’had ‘oa …lec’h ‘oa fin deus hen’zh è med mamm m’eus bet kle’et la é bet ‘ba … pugur hom familh … ol lodenn vras hom familh ‘oa toud deus Bulad med ad… ad … mamm-gozh koa, mamm-ïoù-kozh ‘oa « originaire « deus Bulat koa ‘giz-se é bet … a vije … n’eus gwel’t laket … an dud war … pé er c’horf war …bet gwel’t nañ war ar c’hatafalk

Lors : Mmm mm

André : O eñ ‘oa ur … ur pezh machin imposant ka’i ken o ya ‘oa ket ken bras ‘vel ar gwizin amañ med tost…

Lors : A ya

André : Ur pezh traoù … med ‘ba Bulad ‘oaint konsider’t pé ‘oa … deus tu personioù tu dehou

Lors : Pinvidikoc’h

André : Pinvidik… o parrez muioc’h « religieux » koa med ‘oa re ‘ oaint ket « religieux » tamm ‘bet muioc’h ‘vid ar re ell mac’had med…

Lors : Ya

André : O med konsider’t ‘oa ur barrez « religieux » Bulad heñ

Lors : Ya tuet war zu…

André : Med ahe ‘vé ‘ba tu ell Duod è ‘oa konsideret

Lors : A ya

André : Ya … ya ya … ya pé vé aï ‘ba Sant Servez ‘benn neuhe ‘oa un tamm bi’n « mitigé » pé ‘h er da Sant Nigouden ola ‘benn neun ‘oa aï … stertoc’h an traoù

Lors : Ya ya

André : Stertoc’h ‘oa ket matren med fin ….an dud ‘oaint dud ken… nann med Bulat ‘zo bet ‘giz-se …’fin ‘giz-se ‘oa koa

Lors : ‘Vid ar wech tout

André : Ya

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau

André : Evel e oan o kontañ dit deus « euh »… a oa bet… a veze graet « euh »… tremen da daolañ dour e-barzh an iliz pe… pe e-barzh ar vered koa da zigentañ koa… ha neuze ez ae tout an dud d’ar vered mes goude ar personioù neuze o devoa komañset lakat… taoler dour « euh » gant ar c’horf pe ober evel ‘ karez… e-barzh an iliz koa… ha ‘giz-se ar re… evit ar re a oa o klask mont d’ar vered e veze ret dezho antren e-barzh an iliz a a a a

Lors : A ya a-benn « euh »

André : Ya a-benn ober se koa… o darn o doa kavet diaes ola ne oa ket voaien… o mes abaoe zo pell zo… e oa erru… ha n’ae ket mann nemet ar familh pe familh an dougerien pe an amezeien « euh » tost koa d’ar vered ken ivez koa… memes mod e-giz-se partout ivez koa mes ha c’hoazh am eus bet klevet ivez e-barzh Sant Servez e oa pemp pe c’hwec’h c’hoazh o devoa rouspetet ar person… en doa… abalamour da betra en deus chañchet mod d’ober an traoù… a a a… ya

Lors : Hag abalamour da betra en doa graet just awalc’h

André : Bañ o se a oa deuet eus lec’h all n’eo ket abalamour dezhañ spesialamant mes an dud a gave diaes e veze ret dezho mont e-barzh an iliz da… a-benn ober… lâret e vezent bet e-barzh an obidoù koa ma’z peus c’hoant koa

Lors : Mes marteze e oa an eskob en doa lâret dezhañ

André : O nann o oppff o peotramant e oa deuet ar mod da… dezho d’ober ivez koa… se a oa deuet… beñ pa vez un den da vevañ un dra e-giz-se ma ne vez ket « véritablement » tapet e-barzh koa… ne dorr ket e benn abalamour da betra a vez graet me ‘m eus ket bet torret ma fenn gwech ebet da c’houzout abalamour da betra e oa dihanet d’ober ar… an dud a lâre beñ ya bon se a oa gwir ivez ma vez fall an amzer nebeutoc’h e pade… añfin an obidoù e-barzh… e-barzh ar vered koa a- hend-all ma vez ur bern tud an amzer da dout an dud da dremen bon… me… ne oaran ket ivez abalamour da betra spesialamant e oa… o deus bet chañchet d’ober… d’ober se… lakat ur mod… mes pa oa bet un nebeut bloavezhioù ar re a rouspete en digarez-se beñ a deue evel ar re all e-giz- se… darn a c’hortoze ar mare diwezhañ da zont e-barzh an iliz ha darn… goude e oant bet kroget da… kazi tout an dud a deue e-barzh an iliz pa… pa veze komañset an obidoù pe pa vezent prest heñ

Lors : Ya ya

André : O kar a-hend-all me ‘m eus bet gwelet « euh » o ya e-barzh Sant Servez aze pa veze unan a veze muioc’h « honnête » (onest) o ya e veze o ya e veze dek daouzek pemzek a dud o tont e-barzh an iliz pa veze sañset fin an obidoù koa… da dremen… o ya ya

Lors : A ya

André : Mes añfin se a oa… a oa e-giz-se

Lors : Ha war… da… e-mod-se e oa bon… hag evit an obidoù just a-walc’h e-barzh ar vered peseurt mod e finise… peseurt mod…

André : Beñ… d’ar c’houlz-se d’ar c’houlz-se e oa neuze… neuze c’hoazh d’ar c’houlz-se neuze e oa personioù c’hoazh koa hag ar person a ‘h ae d’ar vered d’ar c’houlz-se koa…

Lors : Ha…

André : Hag a rae… a adrae ur bedenn pa veze pozet ar c’horf sañset da vout interet pe e-tal ar groaz… an dud e-barzh Sant Servez a veze lakaet e-tal ar groaz amañ koa

Lors : A ya

André : Ya start mat da… ar bezioù a zo tost mat an eil d’egile koa an dra-se a zepant deus al lec’h [le-ma (e-lec’h)] ma veze… e-barzh lec’h ma oa beredoù nevez « euh » mes d’afer-se goude neuze e oa tapet ar mod ‘m eus aon partout da da zont etrezek ar groaz… kroaz ar vered koa ma’z peus c’hoant o e-lec’h ma oa plas d’ober e-barzh Bulad amañ ne oa ket plas aze e-tal ar groaz ar vered koa peogwir emañ kazi e-barzh mesk ar bezioù koa mes… e-giz-se… o tegas ar c’horf etrezek eno… o pe darn all a-wechoù a veze kaset c’hoazh e-lec’h ma… tost da lec’h ma oa ar bez… bez an dud koa… mes me a wel an hini añfin « pompes funèbres » e-barzh Kallag aze a ra… a ra anezho e-barzh memes plas tout… e fin ar « cérémonie » koa pe pe an hini a vez sañset ober pa… pater ar bater diwezhañ koa ma vez graet pater mes añfin ma vez « civil » e vez graet e-barzh memes plas e- barzh ar vered ivez koa

Lors : Ya ya hag e-barzh Sant Servez amañ… peogwir me me ‘m eus klevet lâret e-barzh… e-barzh… e-barzh serten parrezioù e veze obidoù kentañ klas hag…

André : A ya se am eus bet gwelet… o e-barzh Sant Servez ‘m eus ket soñj na klevet oppff pa oan yaouank me n’aen ket kement-se da… d’an obidoù e Sant Servez ivez koa… bon goude e veze deus ar familh… alies mamm a ‘h ae koa mamm-gozh ivez pa oamp bihan mes mes e-barzh Bulad ‘m eus soñj da welet aze e oa bet… e veze « euh »… añfin tri glas interamañchoù

Lors : Just a-walc’h

André : Hag e oa… me ‘m eus soñj da welet… ne oaran ket peseurt anv… e brezhoneg ne oaran ket o koulskoude ‘m eus bet klevet peseurt anv a vez graet deus… mes e galleg « catafalque »…

Lors : A « catafalque » ya

André : Ya

Lors : ‘M eus ket soñj

André : Ur… ha hennezh a oa ur machin graet gant koad hag e veze kaset ar « charriot » pe pozet an arched e-barzhañ koa ha ‘giz-se e veze « en hauteur » en uhelder « par rapport » diouzh ar re all ar re all me ne oaran ket petra oa… peotramant ar re all a veze « tout simplement » e veze pozet war daou… « tréteaux » pe…

Lors : Tretour ya

André : Ya se a oa koa… ar re all a veze muioc’h… un tamm bennaket muioc’h… añfin ornemañioù pe dekorasionoù mes soñj ‘m eus da welet ar c’hatafalk e-barzh Bulad mes n’on ket bet gwech ebet e-barzh interamant e vije… mes eñ a oa bet suprimet pa oa deuet… ar person kozh amañ… me ne oaran ket hag-eñ e rae interamañchoù hag eñ a oa aet d’ober kure… kure kanton da Gallag… goude e oa deuet unan yaouank aze neuze hag aze e oa bet suprimet ar c’hatafalk koa ne oa ket bet pell

Lors : Mmm mm

André : Ya… o a-benn neuze moarvat e oa… e-lec’h all e oa fin deus hennezh ivez mes mamm am eus bet klevet la eo bet e-barzh… peogwir hon familh oa… ul lodenn vras eus hon familh a oa tout eus Bulad mes ad… ad… mamm-gozh koa mamm-ioù-kozh a oa « originaire » eus Bulad koa… e-giz-se eo bet… e veze… ‘deus gwelet lakat… an dud war… pe ar c’horf war… bet gwelet anezhañ war ar c’hatafalk

Lors : Mmm mm

André : O eñ a oa ur… ur pezh machin « imposant » kazi ken… o ya ne oa ket ken bras hag ar « guizin » amañ mes tost

Lors : A ya

André : Ur pezh traoù oa paour-kaezh… mes e-barzh Bulad e oant koñsideret pa oa… diouzh tu ar personioù… tu dehou

Lors : Pinvidikoc’h

André : Pinvidik… o parrez muioc’h « religieux » koa mes e oa re ha ne oant ket « religieux » met tamm ebet muioc ‘h evit ar re all moarvat mes…

Lors : Ya

André : O mes koñsideret e oa ur barrez « religieux » Bulad heñ

Lors : Ya tuet war zu…

André : Ya mes aze e vez e-barzh an tu all ivez Duod ivez a oa koñsideret ivez

Lors : A ya

André : Ya… ya ya… pa vezer erru e-barzh Sant Servez a-benn neuze e oa un tamm bihan muioc’h « mitigé » pa ‘h aer da Sant Nigouden ola a-benn neuze e oa erru… startoc’h an traoù

Lors : Ya ya

André : Startoc’h ne oa ket moarvat mes añfin… an dud ne oant ken… nann mes Bulad a zo bet… e-giz-se… añfin e-giz-se e oa koa

Lors : Evit ar wech tout

André : Ya

0 commentaires

Soumettre un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Share This