Evned ma liorzh

Evned ma liorzh

Madalen An Amour
Setu amañ 24 istor evned –pe laboused– kontet e brezhoneg flour gant Madalen an Amour : evned hon bro, annezerien pe dreminidi, deskrivet brav, o kontañ o beajoù, oc’h en em chikanañ alies, oc’h en em garout a-wechoù ; hag oc’h en em lazhañ zoken ! Anv ‘zo eus mouilc’hi, kegined, gouelini met ivez eus kornigelled, meleniged ha zoken eus puiged konterien skouedoù…

Skrivet eo bet an testennoù saourus-mañ en ur yezh pinvidik, bev ha resis gant Madalen an Amour bet desket ar yezh war barlenn he mamm ; dedennet e vo gante ar vugale da gentañ eus ar skolioù divyezhek pe Diwan (d’ar CM pe d’ar Skolaj), met ivez an dud vras, an holl re a gar an evned, ar re a blij dezhe ur brezhoneg yac’h.

Skeudennaouet int gant 24 a zourlivioù, savet espres gant Yvette le Louët, bet livet ganti dija skeudennoù Ar vorganezig diwezhañ hag Ar pezh a lavar ar c’houmoul, embannet gant Skol Vreizh, un dek vloaz ‘zo bennak.

Date de parution : avril 2009
ISBN : 978-2-915623-52-9

Le prix initial était : 15,00 €.Le prix actuel est : 14,25 €.

Share This