Traoù nevez – Danevelloù

Traoù nevez – Danevelloù

Yann Gerven
Priz Sten Kidna 2014 / Priz lennegel Ti kêr Gwened 2014

Traoù nevez, emezit c’hwi ?

Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus.

Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha me ’oar c’hoazh…

Tud Bro-Vreizh, Breizh-Izel pa lârin mat, o vevañ en hon amzer-ni peurvuiañ, kaset-digaset, gwallgaset a-wechoù, gant red ar vuhez kammdigamm he zroiennoù.

Diwar bluenn Yann Gerven e kaver fent, goapaerezh, darvoudoù hud leun a ijin. Sed aze doare ar skrivagner, brezhoneg pinvidik gantañ war ar marc’had.

Plijadur kement-ha-kement a vo sur o lenn krouadur nevez hor skrivagner brudet paneveken.

Date de parution : mai 2013
ISBN : 978-2-36758-007-4
Nombre de pages : 216 pages
Format : 12,0 x 18,5 cm, couverture souple, impression noir et blanc

Le prix initial était : 12,00 €.Le prix actuel est : 11,40 €.

Share This