Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg
Komzoù brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum kmozoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.


NOUVEAU: Le projet Komzoù Brezhoneg lance une campagne de financement participatif !

Vous pouvez contribuer au financement du projet en adressant vos dons sur LE POT COMMUN.



Komzou-20140828THE2



Robert Le Guillou, Treogan

Robert Le GUILLOU

Robert Le Guillou, deus Treogan, a zo bet labourer douar, hag e kont deomp diwar-benn talvoudegezh ar c'hezeg war-lec'h ar brezel diwezhañ.

Lennit amañ da heul
 
Robert Henri, Plounéour-Ménez

Robert HENRI

Robert Henri, deus Ploneour-Menez, a zo perc'henn war kant devezh-arad koadoù, hag e tispleg deomp penaos e ra war o zro : plantañ, kempenn, gwerzhañ...

Lennit amañ da heul
 
Jean Cloitre, Brennilis

Jean CLOITRE

Jean Cloitre, deus Brenniliz, a gont deomp penaos 'ra war-dro e wreg a zo chomet klañv. Kont a ra deomp ivez penaos ne gred ket ken er Baradoz, nag en Doue, na mann ebet !

Lennit amañ da heul
 
Armand Le Goff, Karaez

Armand Le Goff

Armand Le Goff, deus Karaez, a zispleg deomp penaos 'vez graet fourmaj-kig diwar ar jiboes chaseet gantañ.

Lennit amañ da heul
 
Arthur Le Guillou, deus Mel Kerahes

Arthur LE GUILLOU

Arthur Le Guillou deus Mel-Kerahez, a gont deomp pegen bras oa ker Mel gwechall, ha pegen kreñv ha bev gant foar ar saout, ar skolioù, ar mengleuzioù.

Lennit amañ da heul
 
Yves Bescond, deus Paoul

Yves BESCOND

Yves Bescond deus Paoul, a gont deomp penaos e oa bet e c'herent o sevel un ti e-kerzh ar brezel.

Lennit amañ da heul
 
René Danion, deus an Erge-Vraz

René DANION

René Danion, deus an Erge-Vraz, a gont deomp penaos 'oa ar vuhez ba' feurm e zud en amzer e vugaleaj.

Lennit amañ da heul
 
Anatole Clochet, deus Lokarn

Anatole CLOCHET

Anatole Clochet deus Lokarn, en deus soñj-mat penaos 'vize graet bara gwezhall er gêr.

Lennit amañ da heul
 
Annick Guillerme, deus Pluskelleg

Annick GUILLERME

Annick Guillerme, deus Pluskelleg a gont deomp penaos e oa he labour kentañ 'ti ur boutaouer-koad e Kallag.

Lennit amañ da heul
 
François Flageul, deus a Rostren

François FLAGEUL

François Flageul, deus a Rostren, a zispleg deomp penaos e tap dour-eyenn war e zouaroù.

Lennit amañ da heul
 
<< Début < Précédent 1 2 3 4 Suivant > Fin >>

Page 1 sur 4

Auteurs

paypal