Ar C’hizeller hag ar Vorganez ha marvailhoù all

Ar C’hizeller hag ar Vorganez ha marvailhoù all

Fañch Peru
Setu aze un druilhad marvailhoù diouzh doare ar gonterien a-wechall : darvoudoù kozh pe istorioù a-vremañ, traoù ijinet, fentigelloù… Peb mammenn a zo mat da Fañch Peru da gas dour d’e vilin-soñjoù.
Diwar e bluenn e teu, dirak daoulagad Tregeriz, tasmantoù ha skeudennoù a-bep seurt, bev mat, marzhus, e-serr daremprediñ ar chapelioù, ar manerioù, ar stankoù, ar c’hoadoù, ar roc’hoù, ar menezioù e peb korn eus ar vro.
Difoupet ez eus diouzh sac’had marvailhoù Fañch peadra da vagañ ijin an nen, araok ma skofe e spered etrezek bro an hunvreoù.
Beaj vat deoc’h eta… ha plijadur !

Livadurioù gant René Glorion.

Date de parution : juin 2016
ISBN : 978-2-36758-052-4
Nombre de pages : 84 pages
Format : 12,0 x 18,5 cm, couverture souple, impression noir et blanc

6,65 

Share This